Erv (douaroniezh)

Skeudenn tennet dre loarell eus Bae Gdańsk ma weler an erv a zisparti loc'h ar Wisla diouzh ar Mor Baltel.

Un erv zo ur bern traezh pe vein hag en em astenn er mor, war an aodoù. Stummet e vez gant traezh pe vili degaset gant ar mor hag a ya da zastum en ur riblennad, gant ur penn anezhi stag ouzh an aod hag ar penn all o valirañ en dour.

A-wechoù e vez an irvi-se a-stur gant an aod, mui pe vui, gant ul ledennad dour anvet loc'h pe morlenn a-dreñv dezho. Gallout a ra an erv en em astenn eus ur beg bennak tre betek ur beg all ha sparlet e vez dour al loc'h, dispartiet penn-da-benn diouzh ar mor. Lod eus an irvi avat ned eont ket tre eus an eil beg-douar d’egile ha neuze e vez un toull, ar gouzoug, etre an erv hag ar beg-douar, ma c'hall an dour tremen drezañ pa vez tre ha lanv.

A-wechoù e c'hall an irvi stagañ un enezenn ouzh an douar-bras. Kement-se a weler e Breizh, e meur a ledenez pe a c'hourenez, bet inizi gwechall : Seniz e Mor Bihan Gwened, Gourenez Kiberen...


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search